Emgann Tassafaronga

Kartenn an emgann

Emgann Tassafaronga (Battle of Tassafaronga e saozneg, hag ivez, met raloc'h the Fourth Battle of Savo Island, pe evit Japaniz Emgann Lunga Point, ルンガ沖夜戦), a voe un emgann war vor diouzh noz a oa c'hoarvezet d'an 30 a viz Du 1942. Ur c'hrogad a oa bet etre an United States Navy ha Morlu Impalaeriezh Japan e-pad Kampagn Guadalcanal.

C'hoarvezet e oa an emgann en Ironbottom Sound, nepell diouzh zonenn Tassafaronga war enez Guadalcanal. Ur c'holl strategel e oa bet evit Stadoù-Unanet Amerika met en desped da-se an emgann na voe ket unan pouezus evit Kampagn Guadalcanal. Ar Japaniz ne oant ket deuet a-benn da dennañ gounid eus an trec'h evit pourveziñ o soudarded war an enezenn, pe sikour anezho da adkemer an enezenn da vat digant ar Gevredidi.

An USS New Orleans o tistreiñ eus emgann Tassafaronga. Beg ar vag a zo bet distrujet gant torpedennoù. Un douribell kanol a zo bet distrujet ha lazhet ez eus bet 180 martolod.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy